Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

Groec Allan Caro a lavar :

Hetu Allanic, da vit dour
Hac astet prest dont d’ho labour.

Allan.

Hetu oc’h unan da guerc’hat dour,
Rac me renq chom gant ma labour.

E Vroec.

Penos n’en defet quet pa gozean ?
Deutu, Autro, d’ar c’hoquin-man,
Ne guitaffe quet an ty-man.

An Digentil.

Perac, va den, n’en deste quet da vit dour ?
Sentet ous ho groec ha et d’ho labour.

Allan.

Salocroas dre va lez, Autro,
Nep a zo sehedic a yello.

An Digentil.

Creguet er pichez-ze ha querzet da vit dour,
Pe mar tennan eur c’hlastren
Me roïo dec’h a dreus ho pen.

Allan.

Goel he ve dec’h ne raac’h quet ;
C’houi voar er fat he zon armet :
Mar deut en ep guis var ma zro,
Me ho foeltro gant ma hernio.

Groec Allan.

Trohet eur scouarn diontan
Ma ne gar quitat an ty-man,
Ma vezo neuze lavaret :
Ar hoz dogan discouarnet.

Squeï a ragantan hac e lavar :

Demp breman d’on labour affo,
Ha mar deu ar c’hornic voar on tro
Ny er hasso quit ha vazado.

Allan ha lar ontan e hunan :

Eman eo ar vuez oc’h eus goellet
En deus eur paour ques gant e vroec,
Ha n’en de quet goel guenen he lezel,
He guitat ha mont d’ar brezel,