Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

Evit beva ganti er guis-se,
Ha beza dogan couscoude ?
Foutre d’am groec ha coz botto,
Me ya breman da veza autro,
Me a ya d’ar brezel breman
Rac ne chommin muin er vro-man,
Henon den n’am anaveo,
Hac e raïont ac’hanou Autro.

(Mont a ra er mes an ty.)

————
Lavign hac he vroec.
He Vroec a lavar :

Penos, ma friet quer, me ho coel contristet !
Na pe sort pinijen zo dec’hu ordrenet ?
Eun den a vir galon en deffe covesset
Tout an oll pec’hejo en deveus commettet
Ha gle beza joaus, rac ma ve pardonnet,
Mar gra ar binijen zo dezan ordrenet.

Lavign.

Impossubl he zeo din ober ar binijen
Ha zo din ordrenet, an dra-ze zo certen :
Pa sonjan quement-se va c’halon a vo din
Birviquen an dra-ze me ne accomplissin.

E Vroec.

N’en doc’h quet oblijet da ober pinijen
Da berrat ho puez, an dra-ze zo certen.
Leveret, ma c’halon, petra zo ordrenet
Ha mer graï evitoc’h mar be din permettet.

Lavign.

Lavaret he zeo din e rancan chom tri de
Hep effa bannac’h guin. Pa sonjan an dra-ze !

E Vroec.

Hac e zeo capabl se da zont doc’h afflija
Evit tremen tri dez hep monet da effa.

Lavign.

Ya, capabl avoalc’h, me oc’h assur a ze,
Ma ven eun dez hep quen he colfen ma bue.

E Vroec.

Tevel, ma friet quer, hac ancounahet se,