Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

Eur C’hourier.

Autro pa gommandet, raison eo dimp monet :
Me ya breman d’ar guer da dastum soudardet,
Ha noblanç, ha re all, quement den a voelin,
Tout he vezoïnt contant da zont d’ho serviji

An eil Courier.

Ha mar contest nicun da zonnet guenemp-ny,
Ny hel ho oblija pa gommandet demp-ny.

Ar C’hondt.

Ya, mar contest den guenec’hu da zonnet,
Leret deze eo me a meus ze commandet :
N’en deus den d’ho refus, dindan boan e vue,
Da zont d’am servija pa gommandan deze.

Ar C’hourier.

Ny raio diampech da dastum soudardet,
Ha neuze prontamant ny zeuïo d’ho cavet.

Ar C’hondt.

Hastet, groet diampech, c’hoas eur voech p’ho pedan,
Rac voar ben eiz de he rencomp partian.

Eun Drompiller.

Nep en deveus dezir da vonnet d’an arme.
En servich eun den brao, eun den a galite,
Pini en deus arc’hant, guin ha cher vad bemde,
Bevet ha tretet mat herve e bolonte,
Neuze dec scoet ar mis he vezo e gajo,
Eur blijadur eo servija an Autro.

————
Allan Caro hac e vroec, eun Digentil.
Allan Caro a lavar :

Me ya breman da labourat deus ar mitin,
A galon vat he labourin.
Bet e meus hirie guin ardant
Abalamour d’am groec a zo coant ;
Meritet mat he voa guenen cavet eur horfat digante,
Cals ac’hanoc’h ne roffe quet evit guin lot deus e vroec,
N’en deus micher evit beva er c’hanton-man eun dogan
Er vro man bet e meus hirie guin ardant.

(Mont a ra da labourat.)