Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

Ar C’hondt.

Me zo eun den prudant a meus autorite,
Me a gret he clean beza caret yve.

An Ducques.

Gouir sur a leveret ma ve c’houi a veffe
Evel ma zeo gleet dindan doujanç Doue.

Ar C’hondt.

Arabat eo memeus sonjal en quement-ze,
Goude p’an bezo spas me voelo an dra-ze.

An Ducques.

Avoalc’h eo quement-ze, discour a ret breman
E medi da galon bars an traou ar bed-man,
Da heuil da blijadur ha da vue infam
Palamour ne gueves den a deuffe das plam.
Ogon, me lavar dit, hep cavet aon ebet,
Ma na chanches bue he vezi glac’haret :
Doue a bermetto pa pezo uzet re
Deus e batiantet, assuret out a ze,
Ma aruo guenet eur goal rencontr benac
Ma na goulles pardon ous Doue a galon vad.

Ar C’hondt.

Lavaret e heus din meur a sermon deja,
Eun den fal am heves herves ma intentan.

An Ducques.

Ar falla den zo bet biscoas voar an douar
Pa zout bet quer cruel da ravissa da c’hoar :
Hac en zo bet biscoas goelet var an douar
Eun den quen revoltet, quen cruel, quen barbar,
Nemet eun tirant all ha voe quen effrontet
Ha eure ar memes tra, Amon he voa anvet.

Ar C’hondt.

Ret eo dec’h franchamant tevel voar quement-ze,
Me zo permettet din commandi dec’h yve.

An Ducques.

Ne ouffen birviquen ancouat quement-ze,
Eur c’hrim a gommettan grevus dirac Doue.

Ar C’hondt.

Clevet ma c’harante, va speret, va dezir,
Eun dra a laran dec’h certen hac a zo gouir.