Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

Me c’houlen da desto ar steret hac al loar
Biscoas ne meus caret unan var an douar
Evel ma admiran ar brezane ac’hanoc’h,
Birviquen ne vancan da veza fidel deoc’h.

An Ducques var he daoulin.

Goerc’hes glorius Vari, me recommand dec’h ma c’halon,
Quemeret ma ine en ho protection :
Mes, allas ! sivoas din petra lavaran me,
Me zo criminales dirazoc’h, ma Doue ;
Dre ar merit ar goad er groas oc’h eus scuillet,
Digant an tirant-man breman ma delivret.
Petramant, ma Doue, diguesset an anco
Da lacat eur veach ar fin d’am devezio :
Ne chomin quet pelloc’h d’offanci ma Doue
En pep sort pehejo evel ma ran bemde.
Maleur dide, tirant, malheur sur a pezo,
Rac te a zo cos din da ober pec’hejo,
Pec’hejo execrabl, leun a fallagries,
Dre da superbite ha da autorite.

Ar C’hondt.

Biscoas ne meus goellet unan var ar bed-man
A bliche d’am speret evel ar Brinces-man ;
Rac ze leveret din, mar plich guenec’h, Itron,
Perac tra n’en doc’h quet en dezir ho calon ?

An Ducques.

Pa deuan da zonjal, allas ! pe sort buez
A gonduan guenec’h breman, sivoas dime,
He teuan da sponta pa sonjan vezo ret
Monet da renta cont petra em bezo groet,
Deus ar pec’hejo bras hac an avoultriac’h
A gommetan guenec’h, sivoas din allies.
Credet parfetamant me gare ven maro
Hag êt deuz ar bed-man, finisset ma dezio ;
Evit oc’h offanci ma Doue vel ma ran,
Ret vezo renta cont pa zonjin neubeutan.

Ar C’hondt.

Arabat en nep guis dont da zonjal en ze,
Credet parfetamant, pe me’n bo ho pue.