Aboe an heur quenta ma voelis ho quenet,
Me gret en assuranç ar pez a leveret,
Aboe ar moment ze oc’h eus ma ravisset.
(An Ducques a goe dan douar.)
He bien, va c’halonic, petra eo quement-ze ?
Ret eo en em gouraji ha sevel adare.
Cals a ret din a c’hoas gant ho comzo lubric,
Hac ho fessonio fal, miliguet rejudic.
Avis a ra guenen e zon prest da vervel,
Ne gredan quet james e ouffen beva pel.
Sevet, va c’halonic, arabat eo facha,
Me zo ret din partout en em divertissa :
Mar lavaran netra he zeo gant carante
Eo en lavaran dec’h ha gant fidelite,
Terrupl on contristet, memes poan a souffran
Em speret, em c’halon evel-ze p’ho coelan :
C’houi eo va esperanç ha va oll blijadur,
Va oll gontatamant p’am be displijadur ;
Va fianç er bed-mam ha va objet querra,
Deus va oll tenzorio c’houi sur eo ar c’haera.
M’em bezo evidoc’h en pad va oll bue
Cals a fidelite ha cals a garante,
Me ho caro bepret memeus bette mervel
Hac e meus esperanç, Itron, da guen derc’hel.
Rac se, me ho supli, discleriet prontamant
Petra ho gra dies perac nan doc’h contant,
Ha mar e meus pouver en ep feçon ebet
Da renta dec’h servich evel ma veritet,
Me ho pet d’am c’hredi evel m’ho promettan,
Deus a greïs ma c’halon me raïo mar gallan.
Ar pouver-ze oc’h eus, gout a ret, couls a me
Oc’h eus ma ravisset deus a douez ma ligne,
Ha digant ma friet pehini am boa bet
Hac a garan muïa hac a guerin bepret.