Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

Biscoas n’am boa guelet eun den quen divergont.
Pa deuas dar guer-man, m’oc’h assur deus a ze,
Me sonje coulz a voa e collen va bue.

Ar Senechal.

Gouir sur a leveret, n’en deus quet er bed-man
Eun den all quer cruel, an dra-ze a gredan,
Ma n’or bije cavet arc’hant da rei dezan
E voamp oll revinet ha laquet da netra.

Ar Banquier.

Evit d’en em diffen ne voamp quet evitan,
Cavet en deus tud fall evit donnet gantan ;
M’or bije contestet, an dra-ze a zo scler,
E lacaje an tan, me gred, da lesqui quer.

An Escop.

Mar deu mui var on dro e vezomp revinet,
N’or bo quet a arc’hant da reï dezan bepret.

Ar Senechal.

Ret vezo dimp bepret rei e c’houlen dezan,
Rac n’en domp quet capabl d’en em diffen ountan.

Ar Banquier.

Mar deu nemeur a voech da c’houlen quement-se,
N’or bo quet a arc’hant, assur eo an dra-ze.

An Escop.

Me voel arru e breur ho tonnet d’hor c’havet,
Eun dra benac a zo sur gantan c’hoarvezet.
Salud dec’h, Autro an Duc, petra zo a neve,
Ma zoc’h breman en quer oc’h unan evel se ?

An Duc.

Allas ! sujet a meus hac am groa glac’haret,
Va breur, an Autro ar C’hondt, en deus ma desolet.

Ar Senechal.

He leal, Autro an Duc, ni a zo diezet,
Daou uguent mil scoet e zeo demni coustet,
Ho veza deut en quer ma zint dezan savet,
Ma coust din ma hunan bete unnec mil scoet.

Ar Banquier.

Din me e coust ive ep rabatti diner
Dec mil scoet en antier, quent ma zeo et a guer.

An Escop.

Certen, coustet eo din trizec mil scoet en antier