Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

Quent ma zeo sortiet hag êt dimeus a guer :
C’hoas e zon evrus beza quit evit se,
Me sonje couls a voa e collen ma bue.

An Duc.

Ma vije ma oll vad êt gantan en antier,
Ha lezet ma friet da chom guenen er guer,
M’en a vije contant d’ho hol tout en antier,
Quent laëres ma friet, an dra-ze a zo scler.

An Escop.

Penos heo êt gantan ho pried evel se !
He grim a gri venjanç ous an Autro Doue.

An Duc.

Ya, gouir eo certen he zeo bet enlevet
Diguenen deuz ar guer gant an den miliguet.
Rac se on deut aman ma vezo decretet,
Ha groet he decretta evel ma zeo gleet.

Ar Senechal.

Penos he zecreti ; n’en deus den er guer-man
Ha grette en ep guis lavaret guir ontan.

An Duc.

Perac ne gretac’h quet ? c’houi a zo oblijet
D’ober justiç d’an oll evel ma zeo dleet :
Evidoc’h zo choazet evit ma punisset
Ar c’hrimo capital ha vezo er vro groet,
Ha ma na rentet quet da peb hunan justiç
C’houi ranco oc’h unan anduri ar supliç.

Ar Senechal.

Nan don quet oblijet, me a lavar dec’h ze,
Rac aon am be neuze na golfen ma bue.
Lequettan er prison ha neuze he voelfet
Ha me a raï justiç evel ma zeo dleet.

An Duc.

Me n’an don quet capabl da ober ze dezan ;
Ma vijen ne voa quet êt ma fried gantan.

Ar Senechal.

Evidon en ep guis n’en don quet evit-an,
Rac se clesquet re al hac a allo ontan.

An Duc.

C’houi, Autro an Escop, ha renq da viana

4