Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

Biscoas ne voa den quen glac’haret a me,
Me garfe he ven quit evit col va bue.
Offanci va Doue, va c’herent, va friet !
Siouas me va hunan a zo dizenoret,
Ma ne deu va C’hrouer breman d’am azista :
Me garfe ven maro hac et deus ar bed-ma.

Ar C’hondt.

Vantre sacre mornon ! me renonç da Zoue,
Na gomzit davantach ha querzet a lesse.

An Duc.

Va sicourit ma zud, da lemel va friet
A ya gant an tyrant barbar ha revoltet.

Ar C’hondt.

Penos, coquinet fal, poeltronet didalvez,
Ma na guerit quitaat me am bo ho puez.
Rac se, me lavar dec’h mar deut mui var va zro,
Gant va c’hontelassen me ho tisparfoeltro.

An Duc e hunan.

O malheur ar brassa ! ô tyrant ! ô barbar !
Biscoas ne voa guelet da bar var an douar
Nemet eur veach al gant an tyrant Hamon,
Pehini a reas ivez ar memes action,
Hac a voa quer cruel da ravissa e c’hoar
A voa eur plac’h honest, he hano voa Thamar ;
Mes Doue eternel, c’houi a zo mad bepret,
Dre ho misericord conservit va friet
Ouz an tyrant cruel en deus hi ravisset :
Pa na voa quet contant n’en deus quet a bec’het.
Me a ya da gavet an Escop deus a guer,
Ma carfe va zelaou e raffe he zever,
He prononci eur setanç a excommunuguet
En retranchi a vesq an oll catoliquet,
Ha neuze marteze gant ar c’hraç a Zoue
En em gonvertisso hac e chancho a vue.

————
An Escop, ar Senechal hac ar Banquier.
An Escop a lavar :

Chetu ni revinet ar vech-man gant ar C’hondt,