Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

Da Bretanti netra enep va fantazi.
Autro ar C’hondt, m’ho ped, leveret din breman
Pelec’h na pe en bro chetu dre aman.
An nor-man zo serret ouzoc’hu franchamant.
M’ar contestet ouzin n’a vezin quet contant,
Aman co lavaret penos oc’h eur goal den
Ne ret fors a Doue, a diaoul, nac a zen
Hac e meus an dezir da glevet ho toarre,
Quent monet davantach comzomp breman aze.

Ar C’hondt.

Terrupl out effrontet da c’houzout va doare.
Piou a gommando din-me ? Eun den eveldout-te !
Tol eves mad, ma den, pe he vezi tromplet,
Rac m’ar fachan ouzit me n’as pardonnin quet.

Ar Gouarner.

Ma lavar quement all dec’hu, Autro ar C’hondt,
Biscoas me ne voelis eun den quen divergont,
Abars ma quitaffen biquen divar oc’h hent,
Me a zepre ma c’hic a golle ma squient,
A dorre ma divrec’h, a denne bleo ma fen,
Quent evit pretanti comz en eur sort termen.
Terrupl oc’h effrontet, malevrus he veet,
Sanchet opinion buana ma c’hellet ;
Attaqui ac’hanon gant comzo goloet,
Quen a meus poan speret me meus ouz da glevet.
Gant maliç e frezan, gant depit e varvan,
Coll ma squient a rin pa songin neubeutan.
Vantre tette mornon ! Pa gleffen parfoeltra,
Te pe me a ranco ar vech-man perissa.

Ar C’hondt.

Terrupl oc’h aheurtet, Autro ar Gouarner ;
Falveout a ra dec’h alc’hoëa ouzin quer,
Evel pa n’a ven quet ar henta anezi :
Pe c’houi zo en coler, pe oc’h eus freunezi.

Ar Gouarner.

Freunezi n’a m’eus quet, en coler eo e zon.
C’honi a zo caz daze certen, Autro ar C’hondt,
Ouz en em revolti a enep ar guer-man.
Rac se e zou fachet, hac e zon deut aman.