Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

Evit lavaret dec’h promptamant ar vech-man.
Birviquen evel-se n’e autreet aman.
Penos, den fall m’a zout, collet eo da squiant ;
Ancouet e heus Doue, Roue, an oll zent ;
An diaoul deus an ifern zo antreet ennout ;
Biscoas ne voelis den revoltet evel-dout ;
Possedet eo a gren da galon gant mado ;
En tenzorio ar bet e man da zilisso.
Eun den a galite ! Fi da guement-se tout !
Tolet eves, Autro, pe ho pezo irvout ;
Rac me a lavar dec’h gant amitie ep quen,
Ha non pas dre coler na gant eur galon yen,
Va c’halon zo bepret evit ho servigin ;
Que n’en deo breman n’en doc’h displiget din.
Me n’en don quet traïtour, me a meus droug ouzoc’h,
Ha maliç em c’halon ne dalfe quet ennoc’h.
Er fin ne baten mui da gomz var quement-se.
Me a gret em c’halon oc’h eus quittet ar fe,
Perac e spontin me evit guelet ar C’hondt ?
N’en deo quet ar Roue. Ma ve quen divergont
Donnet da forei quer enep ma bolonte,
M’ar antreet ebars, me am bo ho pue.

Ar c’henta Soudard.

Guel eo dec’h he lezel, rac n’en doc’h me promet ;
En zo goassan clenvez ha quement a gaffet.
M’ar ho pe affer outan, neuze c’houi a velo.
Lezomp-ni_anezan ha tennomp hon hillo.

Ar Gouarner.

Me a varfe cant guech, an dra-ze m’er promet,
Quent m’a teuffe en quer da ober drouc ebet.
Arretet, Autro ar C’hondt, pe me bo ho pue :
Ni zo aman en goard, hac e vec’h eur Roue,
N’e antreo den aman n’e glevin ho doare.

Ar C’hondt.

Re aheurtet ho cavan, Autro ar Gouarner,
Ha n’ho poehu quet dec’h diguenen eul lizer ?

Ar Gouarner.

Pardonnet din, Autro, dec’h he voe recevet
Eul lizer deus ho peurs a voe din digasset.