Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

He trettet ac’hanomp nac ivez hor servich.
Eun Doue zo en Env a var ma bolonte,
A men a meus, Autro, ouzoc’hu carante.

Ar C’hondt.

Assuret, Autrone, me a gred fermamant
He vezin servichet guennec’h fidelamant.

An Digentil.

A guement a voelis biscoas var ar bed-man,
Biscoas n’an boe courach evel a meus breman.
Avis a ra guenen ma ven presantamant
Oc’h antren en Poetou en em gaffen contant.
Pala jarni mornon ! He douet dec’h a ran,
Birviquen gant unan ma c’hroc’hen n’a lezan.

Ar Gouarner gant e Soudardet.

Salud dec’h, Autro ar C’hondt, penos ac’hanoc’hu ?
Chetu me deut d’ho caout evel ma zoc’h arru ;
Rac me a bromet dec’h, gant guir fidelite,
Biscoas ne voelis den quen gravet em ine :
Ya, gant carantez evit ma intentet,
Er fesson ma caran biscoas n’e meus caret.

Ar C’hondt.

Autro ar Gouarner, terrupl e zoc’h glazet,
Credi a rane zoc’h eun traïtour em andret.

Ar Gouarner.

Credet parfetamant james ne songis den
Betec an heur a vreman, an dra-ze zo certen,
A c’hoas n’e gredan quet evidoc’h, Autro ar C’hondt,
He rac’h din recul na quemeret neb spont.
Me zo bet aliez en meur a vataillo,
Ha biscoas ne gollis er brezel en nep tro.

Ar C’hondt.

Clevet ta, Gouarner, re robust ho cavan,
Terrupl he gomzet rust ebars er vro-man.

Ar Gouarner.

M’ar oc’h eus an dezir da lavaret eun dra,
Comzet ha ni glevo gant cals dimeus a joa.
Rac se, demp er placen ep dale quen aman ;
Neuze ni a glevo petra ret er vro-man ;
Rac ne bretantan quet c’hoas he vec’hu qu’en hardi