Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

Sant Guillarm.

Biquen na rin an dra-ze, me a chommo aman.

Ar Plac’h.

Ret eo din donnet da jouissan
Eur veach ac’hanoc’h, quemen a m’ho caran.

Sant Guillarm.

Ma Jesus, ma sicouret breman,
Rac hep oc’h nan don netra :
Ma frezervet adare da goezan,
Groet din ar c’hraç da drec’hi an dentation-man
Ha c’houi Goerc’hes Vari, mam ar guir burete,
Me a recommand dec’h ma c’horf ha ma ine,
Hac ho pet d’am ziffen ouz an dentation
En deus din digasset an Diaoul diffesson.
Rac se, tra infernal, en em den a lesse ;
Ne rez nemed col poan gant graç ma Doue.
Ma Doue, ma C’hrouer, me ho trugareca
D’am beza prezervet ha delivret breman ;
Rac se, me ho suppli d’am azista bepret
En pep occasion, rac na ven surmontet.

————
An Diaoulo Assambles.
Ar c’henta Diaoul a lar :

Me a zonje din c’hoari mad ma roll,
Mes me a voel er fat n’on quet evit e goll.
Ret e vo da eun all don en pen anezan,
Rac evel ma voeles me ne meus groet netra.
Me am boa quemeret ar form a feumeulen,
Me sonje dre ennou er gonnit pen-da-ben,
Ma zon bed repousset ha gonnezet gantan,
Evidon en ep guis nan don quet evittan.

An eil Diaoul.

Me a ya d’er c’havet ha d’en tenti ive,
Mar gallan en zigas er mes deus ac’hane.
Men digasso er mes voar digare laret,
E assiejer Poëtou, e renquer e gavet.

————
An Diaoul a lar da Sant Guillarm :

De bonjour dec’h, Autro, me zo deut d’ho cavet