Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

Evit lavaret dec’h eun dra na ouzoc’h quet.
Eun arme zo arru evit assieji
Ar guer deus a Poëtou, ma na retornet dy.

Sant Guillarm.

Perac nen didi quet evit en em diffen,
Nen deo quet quer facil donnet d’e surpren.

An Diaoul.

Habitantet ker nan dint quet evitte ;
Me ro dec’h eun avis, het da sicour ane.

Sant Guillarm.

Ma ve an traou-man tout divar ma zro lamet
Ha rentet din armo, ha ma ven me guisquet,
Me a raje lemel ar siej divar ker.

An Diaoul.

Me a zo deut guenen tout ar pez a renquer :
Mar queret dont guenen e savatefet ker.

Sant Guillarm.

Ya, me oc’h c’heuillio, ma dibrenet breman
Ha roet din armo.

(An Diaoul a ouisq ar Sant hac a ro dezan armo : daou El a apparis.)

An El Gabriel a lavar da Sant Guillarm :

Guillarm, chomet aze, c’houi ho poa promettet
Da Doue e chomzac’h en e servich bepret.

Sant Guillarm.

Ret eo din mont gantan evit diffen ma c’her.

An El Raphael.

Na zentet quet ontan, enes zo eun trompler.

Sant Guillarm, ha collet gantan ar goelet.

O Doue, ma C’hrouer, me a c’houlen pardon
Deus ma infirmite, deus a greïs ma c’halon,
D’ho peza offancet ha quittet ar plaç-man,
Ha promettet guenen chom birviquen ennan.
Te zo eur malevrus d’am beza debauchet,
Me a gret em c’halon e zout an drouc-speret.
Rac se, ma Doue, ho pet ouzin true,
Dre ho mizericord sicouret eur paour ques.
Chetu me en eur stad ne on pelec’h monnet,
Me zo rentet dal poc’h gant an Diaoul milliguet.