Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —

Dimeus a voad huel, evit ma intentet.

Sant Guillarm.

E be sort nation e zoc’hu bet savet ?

Ar Plac’h.

Me zo merc’h d’eur Roue, pa fel dec’h clevet.

Sant Guillarm.

Penos, merc’h d’eur Roue !

Ar Plac’h.

Ya, merc’h da eur Roue,
Unan ar re vrassan a guement a gaffet.

Sant Guillarm.

Penos oc’hu deul aman ? Leretu dime ze.

Ar Plac’h.

Ma zad, me zo pel zo o vale dre ar bed,
O clasq cavet an heur da c’halout ho coelet.

Sant Guillarm.

Evit petare sujet oc’hu deut d’am goelet ?

Ar Plac’h.

Me zo deut d’ho pidi da vezan ma friet.

Sant Guillarm.

Salocroas, deus a ze am escuzet, feumeulen,
Entre m’am bezo bue me chommo evellen.

Ar Plac’h.

Mar deut d’am refuzi choui a pezo anquen.
Ma zad en laras din pa zon hed partiet :
Ar re ho refuzo eu em gavo soazet.

Sant Guillarm.

Me na ran caz a ze, ma c’hridi a ellet,
Birviquen na guittan an habit a voelet.

Ar Plac’h.

Goel ve dec’h ma c’havet en noz ous ho coste,
Evit chom er bed-man ouarnet evel se.

Sant Guillarm.

Ret e zeo din beza er form-man em goele,
Rac dre ma finijen e zeo din ordrenet.

Ar Plac’h.

Achu eo ho pinijen, assuret oc’h a ze,
Deut d’am c’heureuji hac e vezet Roue.