Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —

Da guement ordrenanç oc’h eus din commandet.

An Ermit.

Pedet a vir galon Doue, roue an êe,
Ha n’ho po quet a boan oc’h ober quemen-se,

Sant Guillarm.

Me na ran quet a gas evit souffri poannio
Bette ma hin eur voech da voelet an envo.

An Ermit.

Mar gret ho pinijen bezet en assuranç.

Sant Guillarm.

Grin mar plich d’am Doue reï din e azistanç.

An Ermit.

Deut guenen, ma mignon, ha me reï ho guisca,
Pa zoc’h en em reutet criminal ar voech-man.

Sant Guillarm, dindan eun habit a binijen.

Chetu aman eur c’hriminal en deveus merittet
Pan dije cant bue ho beza oll collet.
Daouest ha me vezo pardonnet en êe,
Rac ne merittan quet pardon digant Doue :
Bonheur din mar gallan ober ma finijen
Jesus, map da Zoue, deut bepret d’am zouten
Evit ma froteji ha donnet d’am difen
Ouz an droug sperejo, mar deuont d’am zurpren.
Ha c’houi Goerc’hes Vari, zo rouannes an tron,
Quemerret ma ine en ho protection,
Evit man bo ar c’hraç evit perseveri
D’ober ar binijen a zo ordrenet din.
Me ya breman da Rom dimeus a galon vad,
Evit goulen pardon humblamant ouz ar Pap.
Me a meus eun aon vras ho fonnet dirazan,
Quelliez a affront a meus rentet dezan.
Na dal quet rezonni, ret eo dime monnet,
Rac dre ma finijen e zeo din ordrenet.

————
Ar Pap hac ar Gardinalet.
Sant Guillarm a lavar :

Bonjour dec’h, tud santel, chetu me deut arre
Da c’houlen diguenec’h pardon ha trugare :
An Ermit en deus bet roet din pinijen,