Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

Am zigas ho pete da gaout an absolven.

Ar Pap.

Ma map, credet assur me n’ho absolvin quet
Palamour dar c’hrimo oc’h eus groet em andret.
Het beteq an Ermit zo en Jerusalem :
Enes a roï assur dec’hu an absolven.
Me meus joa em c’halon ma oc’h convertisset
Balamour doc’h ine, rac ne vijac’h collet :
Rac se o pezet quun rac beza offancet
Eun Doue a zo mat, dign da veza carret.

Sant Guillarm.

Adieu heta, ma zad, me a ya da gavet
An Ermit oc’h eus din breman recommandet.
Ma zad, me ho suppli da bidi em requet
Jesus hac ar Voerc’hes ma vezin pardonnet.

Ar Pap.

Adieu heta, ma map, Doue d’ho conduo.
Ha diouz pep peril bepret d’ho prezervo.

————
Sant Guillarm e hunan.

Ma, chetu me en antier absolvet,
A drugare Doue en deveus ma c’hrouet.
Ha c’houi, Goerc’hes Vari, bed ma avocades,
Groet din breman beva ebars en santelles,
Ma vezin cavet dign pa hin deus ar bed-man
Da vonnet dan envo goude ma heur divezan.
Ret eo din construi eul lochennic aman,
D’ober ma finijen ebars er plassic-man.
Ma Doue, ma c’hrouer, me ho pet ar vech-man,
M’ho suppli hac ho pet da zont d’am azista.
Groet din, me ho suppli, condui ma bue
Ha mervel en ho graç pa vo ho polonte,
Ha goude quement se ma vezin recevetet
Ebars er barrados, en palez an Drindet.
Me ya da repozi en anno ma Doue,
Me a recommand dec’h ma c’horf ha ma ine :
Quemeret ac’hanon en ho protection,
Va miret deus Satan hac e dentation.
Ha c’houi, Goerc’hes Vari, mam deus ar santezet,