Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

An Eil Pach.

Ma mest, assuramant me n’ho quittaïn quet.
Aboue mon biannic e zon guenec’h maguet ;
Me a zalc’ho mat dec’h ha yel guenec’h ive,
Me n’ho quittain quet queit a ma vin en bue.

An Ermit.

Salocroas, ma buguel, ne chom mo den aman,
Ha ne antrco den nemertan e hunan.

(An Ermit a boq da Sant Guillarm.)

Ma map, ha c’houi en deus dezir da vonnet dan evo ?

Sant Guillarm.

Ya, gant c’hraç Doue, mar be e bolonte.

An Ermit.

He bien, ma map quer, evit ho pinijen
E roffet oc’h oll mad en antier dar bevien.
Respontet aman din, ha c’houi a raïo ze ?
Enez eo pen an en evit plijout da Zoue.

Sant Guillarm.

Ya, me er promet, me a raïo pep tra :
Mes penoz illin-me beva bars er bed-man ?

An Ermit.

N’ho pet aon rac netra nemet deus ar pec’het.
Abalamour d’ho c’hoar oc’h eus bet ravisset,
E touguet eur sae run bemde var ho croc’hen.
Abalamour dar muntro ha guen aliez a zen,
E touguet voar ho corf eur c’hourris ouarn,
Aze quen a zeuïo Doue d’ho parn.
Palamour dar cher vat, dar guin, dar banquejou,
Divoar bara ha dour bemde c’houi a yuno ;
N’hor pezo james a guin da eva birviquen,
Na quiq, na nep sort all, na hep banne souben.
Neuze monnet da Rom evit goulen pardon
Digant an tad santel, deus a greis ho calon.
Ya, het da c’houlen digant ar Pap,
Hac en ho receo evel pa vec’h e map.
He bien, leret din ha c’houi zo resolvet
D’ober ar binijen a meus dec’h ordrenet.

Sant Guillarm.

Ya, gant c’hraç ma Doue, me dalc’ho mad bepret