Pajenn:Testamant ar vam goz - Ledan.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4


Donet da zemezi brema souden vatant,
Hac e rose din ur plac’h coant da gousqet gane
Pa vise yen ar gôan da doma va goele.

C’houi so ur goël bipi, a gont din cals a dreo,
Demisi un den yaouanq n’ousoc’h a belec’h eo ;
Me lar dêc’h franchamant na zemezin qet c’hoas,
Qen na vezo va mam pe va zad var ar plaç.

Ar person pa glêvas da scrifa ul liser,
Ha me qemer pen an hent da vont trese ar g’er,
Ma teuas ar vrac’h var va lerc’h,
Da goms din evit he merc’h.

Clêvit, emezi, den yaouanq,
Retournit, ha ne vezit qet feneant ;
Mar qerit retorn c’hoas d’am zi,
Me reï moyen d’oc’h acordi.

Ma carac’h retorn c’hoas ur vech,
Me reïo dêc’h souben al lês,
Ur beren brein, un aval fall,
Na rofen da hini eus va bugale all.

Penos, emoun-me, ha c’houi so dall,
Gant ho souben, per, aval fall,
Gant ho yot qerc’h grêt gant qig sall ;
It, it d’ar gær, mam ar burzudou,
Grac’h cos, eru ho fri en ho qinou ;
Lavarit d’o merc’h en em gonsoli,
Me ne ran qet a gas anesi.

Ma teuas un ozac’h a fêçon
Da c’housout petra voa ar rêson :
Penos, emezàn, mic’hiec,
Difêçon bras e parlantet
Ous an hini en deus o mag’et
Seis blas antier bars en e zi,
Ha c’hoas contant da zemezi.