Pajenn:Testamant ar vam goz - Ledan.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5



It d’ar gær, c’houi, va mignon,
Da spaza ho caz dindan daston,
Na gretac’h qet din lavaret
Dirac den honest ebet,
Sec’ha ma fri, en ven mic’hiec.

Mes eus ho fri eman pateren ho mam-gos,
Hac hi o vranla gant an avel evel or c’hloc’h,
Hac én dar gær pa glêvas va c’homsou,
Ha me qemer pen an hent da vont treze va bro ;
An nos a aruas ha me da c’houlen lojan
En ti un otrou bras eus e vreg e-unan.

Pa antreis er pors e voa’n itron var an treuziou,
Ha me d’e saludi ebars e ber gomzou,
Ha me goulen diouti ha me vise lojet,
E voan un den yaouanq ne vouien pelec’h monet.

Hac hi goulen diouzin piou a rêt ac’hanon,
A bez qartier e voan ha demeus a be bro ;
C’houi zo un den adret, ho fêçon a blij din,
Qeit m’o po bolonte ec’h allit chom em zi.

Me so mab da ur Baron demeus a Vreiz-Izel,
Aroc ur Brinces vras emeus renqet tec’hel,
P’ini a falle dezi va c’haout evit pried,
Mes n’oa qet d’am grêt hac e meus-i refuset.

An aotrou voa deus crec’h a deuas d’am saludi
Gant ur galon joaüs hac en ur vousc’hoarsin :
Antreit, den yaouanq, ha deut da dal an tan,
Me a meus teir verc’h coant, hac o pezo unan.

Ha me en em gaout neuse terrupl bras morc’hedus,
O velet voan en em gavet en ur plaç qen danjerus ;
Rac an nep o deus c’hoant da viret ho goerc’hdet,
Arabat ê dezo chom etouez ar merc’het.

Qent monet da gousqet e c’houlennis conje
Da vont ermês ar pors da ober eur bale ;