Pajenn:Testamant ar vam goz - Ledan.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3



Ar vugale vunut, evel ma ouzoc’h erfat,
Pa ve yen an amzer en em laqa da eoliat ;
Me voa var an hent bras etreze a Voengamp,
Hac aruout g’enen ur certen plac’h yaouanq,
Hac hi goulen diouzin da biou e voan tad,
E voan ur bug’el yaouanq en devoa fêçon vad.

Mes n’oan qet den adret, den babil ha den fin,
Pa e c’hlêvis o parlant e comancis c’hoarsin ;
Ha me lavaret dezi un dra ne vouien qet,
Da g’enta merc’h pe vap o po mar qeret depordet.

Me voa pemp blas-anter, prest da vont em c’hoec’hvet,
O sellet ous e bisach ha sellet ous e g’enet,
Ha me lavaret dezi dre gomzou admirabl
Ma vizen daouzec vlas, evel nen doa qet anter,
Me reqetse an enor da veza ho servicher.

Hac hi pa glêvas se, azea em c’hichen,
Dre ur guir guriosite da diada va fenn ;
Hac hi lavaret din ebars e ber gomzou,
E renqsen quitat va zaout ha mont ganti d’e bro.

Em c’haseze da ur plaç da veza disqet mat,
Guell calz evit na vizen gant va mam ha va zad ;
Ha me mont ganti neuze etreze Poullaouen,
Elêc’h n’em boa conessanç nac anaoudeg ous den.

Mes eno e voan conduet ha mag’et difripon,
Gant bara brên, souben dour, coc’h qi, qignen, ognon ;
Pa voen ta mag’et seis blas qer coantic en he zi,
Neuze e voan daouzec vlas, poent bras da zemezi.
Hac hi da glasq ar person evit dont d’en ober,
Me respontas ractal e latin caer ha scler,
An eil g’er eus va Fater a so hanvet noster ;
Evit oc’h ini, person, biscoas na exercis,
Evel ne doun qet bet biscoas en ho catheqis.

Hac én goulen ouzin ha me vise contant