Pajenn:Testamant ar vam goz - Ledan.djvu/2

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2



An hini dious Gouelou a ouele, a zeplore,
Pa na garen trei outi, lezel ar re all a goste,
Neuze e voan rentet qer scuis o vale dre ar foar,
Gant ar merc’het ouz ma heul eg’is peder anoar.

Ha me sonjal caeroc’h abars qemer unan,
Ober un invantion o laqat o feder en unan ;
Neuze e voan bianic e qichen va mestres,
Mont a ren ganti en he godel bemdez da blaç al lêz.

Un devez dreist ar re all o vonet da Voengamp,
Aruout ur c’houpl lapoucet e qichen va mestres coant,
Ur filouter fin demeus a G’erahes,
A droc’has e godel dious bros va mestres.

Me voa ponneric evidon da veza bian,
Mes al laer a voa dierc’hen hac a redas buan
En tu all d'ar vallis qent ma sellas,
Pa zigoras ar godel, tromplet en em gavas.

Hac én qer buan ha va teulel eno,
Biscoas qement all a vez n’en devoa var un dro :
M’em boa qeus em c’halon d’ar marc’hat am boa grêt,
O velet ar peder se eo ur pez laqêt,
Ha me da foeta bro treze douar Guenet.

Ma voan pêvar blas just ep dont mui d’am bro,
Ha me laqet forestour var forest Coat-Zalmo.
Un nosves dreist ar re all en em gavis divezat,
Aruout Guillou ar Bleiz ha va lonqa pen ha troat.

Ma voan en e gof diou nos ha daou ze,
Epad ao amzer ze ec’h aruis em c’hontre ;
Gant ur c’hos contel a voa g’enén e troch’en peziou
A zoul e ziadren evit ma veljen goulou.

Neuze e voan laqêt er g’er da zioual ar zaout,
Em boa peder danvat, ur vioc’h hac ur maout,
Em boa peder bioc’h lêz hac ul loeïc bian,
E vizen casset d’o dioual en hent-bras va-unan.