Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
ST. MAHEU.

26 Ha ean e laras dehi : Ne quet mad quemér bara er vugalé hag en durrel d’er châs bihan.

27 Mæs hi e laras : Neoah er châs bihan e zaibre er creu e gouhe ag en daul hou eutruieu.

28 Nezé Jesus e laras dehi : Moés, hou fé e zou bras ; re vou groeit t’oh revé hou hoant ; hag hi merh e oé yahet arh en ær-zé.

29 Ha Jesus en hum dennas a ino hag e zas trema en aud er vôr Galile ; ha p’en doé crapet arh ur mané, ean e azéas ino.

30 Hag un nivéh bras a dud e zas d’en gavouèt, hag e zigassas guet hai ré gam, ré dall, ré vud, ré mahignet, ha calz ré arall, hag ind hou laquas dirac é dreid, hag ean hou yahas ol.

31 Hag en dud e oé bâmet ha souéhet, én ur huélet penaus er vud e gonzé, er c’ham e quêrhé, en dall e huélé ; hag ind e vêlé Doué Israël.

32 Nezé Jesus e galhuas é zisciplèd, hag e laras : Truhé e mès doh en dud-zé, rac bout e zou tri dé m’en dint doh me héli, hemp en dout nitra de zaibrein : ha ne vennan quet ou daveiein él-cé d’er guær arh iun, gued eun ne gouheint arh en hent.

33 Hag é zisciplèd e laras dehou : Men e cavehemb-