Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
PENNAD XI.

ér guéneu e zischenne ér horve, ha taulet er hrér él léh distrô.

18 Mæs en treu e ya er mæz ag er guéneu, e za ag er halon ; hag er ré-zé e houci en dén.

19 Rac ag er halon e ta er goal-chonjeu, lahereah avoultriach, treu lous, laëronci, testoni fall, droug-gonzereah.

20 En treu-zé e houci en dén ; mæs daibrein hemp bout golhet é zeourn ne houci quet en dén.

21 Ha Jesus e yas guit ag er léh-zé hag en hum dennas trema Tir ha Sidon.

22 Ha chetu ur voés a Ganaan ag e zé ag er vrô-zé, en hum laquas de huchal, én ul laret : Eutru, mab David, hou péet truhé doh-t’eign ; me merh e zou goal-casset gued un droug-sperèd.

23 Mæs ean ne zeuhanteras ur gùir dehi : Hag é zisciplèd e dostas, hag e bedas anehou, én ul laret : Casset-hi quit, rac en hum glem e hra arh-hun-lerh.

24 Hag ean e laras : N’on bet casset nameid trema en devèd collet a dy Israël.

25 Nezé hi e dostas hag en adoras, én ul laret : Eutru, reit t’eign en nerh.