Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
PENNAD XVI.

ni él léh distro-men erhoalh a vara eit goalhein quement a dud ?

34 Ha Jesus e houlennas guet-hai : Péd bara en hoès hui ? Seih, emé ind, hag en nebed pesquet.

35 Hag ean e hourhemenas d’en dud azéein arh en douar.

36 Hag e gueméras er seih baræn hag er pesquet, e drugaréquas en Eutru Doué, ou zorras a dameu, hag ou hras d’é zisciplèd eit zannein étré en dud.

37 Ol er ré e oé ino e zaibras enta hou goalh ha cherret e oé bet hoah seih pannerad lan ag én tameu e chomas arh ou lerh.

38 Neoah bout e oé ino puar mil den, hemp niverein er vugaligueu hag er groagué.

39 Ha Jesus ou daveias d’er guær, hag e binias en ur vâg, hag e yas trema en aud Magdala.


Pennad XVI.


HA nezé er Pharisiénèd hag er Saducénèd e dostas dehou aveid en anzéein ; Ind e houlenas guet hou de ziscoein dehai un dra verhudus én Nean.

2 Mæs ean e laras tehai : P’é ma deid en handerhue larein e hrér : Caër e vou en amzér, rac en hogus e zou ru.