Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
PENNAD XIII.

mæz ag er Ranteleah en ol arbenneu-a-lam, hag er ré e hra fallante.

42 Hag ind ou zaulou ér forn-tan, ino e vou dareu ha tarhereah-dènt.

43 Nezé en dud ouiziec a luguernou él en hiaul, én Ranteleah ou Zad. Enemb en dès discoharn de cheleue, cheleuet.

44 Ranteleah en Nean e zou haval doh un trézol cuhet én ur parq : E nemb er have, er huhe, hag e ya guet léhuiné de huerhein ol er péh en dès aveid prenein er parq-cé.

45 Ranteleah en Nean e zou ehué haval doh ur marhadour e glasq perleu caër.

46 Hag a p’en dès cavet unan benac talvoudus vras, ean e huerhe ol er péh en dès, hag e ya d’hi frenein.

47 Ranteleah en Nean e zou hoah haval doh ur rude e daulér ér mor, hag e zalhe peb rumad pesquèd.

48 A p’en dé lan, er besquètarion en tenne ér mæz, e azé én aud, e zifforh er ré vad doh er ré fall, hag er ré-men zou taulet er môr.

49 El-cé é vou ehué en tu dehuéhan ag er bed : En Æled e zei de zifforh er ré fall doh er ré vad.

50 Hag ind ou zaulou ér forn-tan, ino e vou dareu ha tarhereah-dènt.