Mont d’an endalc’had

Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
ST. MAHEU.

51 Ha gout mad e hret hui er péh e laran ? Ya, Eutru, emé ind.

52 Ha Jesus a laras hoah : Pihue-benac e zou dén ag er lézen, hag en dès hanàuadigueah a zivout Ranteleah Doué, e zou haval doh un pentiec péhani e denne ag é drézol madeu couh ha madeu nehué.

53 Ha p’en doé Jesus laret er lavar-cuhet-sé, e yas quit ag er léh-sé.

54 Ha goudé bout deid en é vro, e tesqué anehai en ou synagogueu, hag en dud e oé souéhet, hag e laré : A be ban e ma deid d’en dén-men er furnæz-zé, ha quement a guelloud ?

55 Ha n’en d’é quet hinnéh mab ur halvé ? Ha ne galhuér quet é vam Marie, hag é vreder Jacq, ha Jojeb, ha Simon, ha Judas ?

56 Hag é hoérset, ha n’émand ind ol en hou vésq ? A beban enta e tei en ol treu-zé guet hennan ?

57 Hag ind e gavas tamal arh-nehou. Mæs Jesus e laras dehai : Er profæd n’en dé quet hemb hanhue mad, nemeid en é vrô, hag en é dy.

58 Ha ne hras quet ino calz a vurhudeu, diarben d’hou zigrédereah.