Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
ST. MAHEU.

Ranteleah en Nean, e mé-ean, e zou haval doh un tam gouél e guemér ur voés hag er haige é mesq tri musuliad bleud, bet que ne vé gôet bloh.

34 Jesus e laras ol en treu-zé d’en dud é lavar-cuhet, ha ne gonzé quet doh-t-hai hemp lavar-cuhet.

35 Eit ma vezé bet laquet de vout guir er honzeu-men ag er Profæt : Me gonzou é lavar-cuhet, ha me zizolei treu e zou bet cuhet a houdé ma bet crouéed er bed.

36 Nezé Jesus e cassas quit en dud hag e zas én ty ; hag é zisciplèd dostas dehou hag e laras : Dizolet d’hemp er lavar-cuhet ag er fall lezeu ér parq.

37 Hag ean e laras dehai : En hani ag e had hâd mad é zou Mab en Dén ;

38 Mæs er parq e zou er bed : en hâd mad e zou bugalé er Ranteleah ; hag er fall lezeu e zou er vugalé droug ;

39 Mæs en énébour en dès hadet er lezeu, é ma en diaul ; er védereah e ma en tu dehuéhan ag er bed ; hag er véderion, en Æled.

40 El enta me zastumér er lezeu fall, ha taulér anehai én tan, él-cé e digoéhou en tu dehuéhan ag er bed.

41 Mab en Dén e gassou é Æled, peré e laquei er