Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/23

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
ST. MAHEU.

9 Hag ean laras dehou : Me rei d’oh ol en treu-zé mar stouyet dirac-on eit m’adorein.

10 Mæs Jesus e laras dehou : Pella, Satan, rac scrihuet-é : Hui e adorou en Eutru hou Toué, ha ne chervigehet meit hou.

11 Nezé en diaul el lausquas ; ha quentéh, en Ælèd e dostas dehou eid er chervige.

12 Mæs pe gleuas Jesus penauz e oé bet dalhet Yehan, en hum dennas én Galile ;

13 Hag arlerh en doé en n’hum tennet a Nazareth, e tas de chome é Capharnaum, kær arvorec, tost de Zabulon ha Nephtali ;

14 Aveid ma vezé laqueit de vout guir er péh e zou bet laret dré er Profaet Izaias, én ul laret ;

15 Douar Zabulon ha douar Nephtali, arh hent er môr, en tu arall d’er Jourdan, Galile en dud a zianvés ;

16 En dud péhani e oé azéet en devaleu, en dés guélet ur goulaouen bras, hag aveid er ré e oé azéet en brô ha tihoeldæt er marhue, er gouleu e zou sàüet

17 Nezé Jesus e digueoras é vêg de berdêgue hag e laras : Hum troeit de zoué, rac Ranteleah en Nean e zou tost.

18 Jesus én ur valé é rible môr Galile e huélas deu