Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
PENNAD IV.


Pennad IV.


NEZÉ er Sperèd-Glan e gassas Jesus d’en distro eit ma vezé bet anzéet guet en diaul.

2 Hag arleh en dout yunet deu-uiguênd dé a deu-uiguênd noz, e tas hoant dehou nezé.

3 Hag en diaul e dostas dehou, én ul laret : Mar d’oh Mab Doué, gourhemennet ma troei er mein-men de vara.

4 Mæs Jesus e laras : Scrihuet-é, Mab dén ne vihue quet hemb quin guet bara, mæs guet peb conze e za a vêg en Eutru Doué.

5 Nezé en diaul en dougas d’er gaer santel, bet arh lein en Ty-Doué.

6 Hag e laras dehou : Mar d’oh Mab Doué, hum daulet d’en dias : rac scrihuet-é : Gourhemennet en dès Doué d’é Æled dihoallein doh-oh, hag ind hou tougou én ou deourn guet eun ne zehé d’hou troèd scoein doh ur mein-benac.

7 Jesus e laras dehou : Scrihuet-é ehué : Ne anzéhet quet en Eutru hou Toué.

8 En diaul en dougas hoah arh lein ur manné ihuel : hag én ur ziscoein dehou ol er ranteleaheu ag er bed, gued ol ou vrastæd ;