Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
PENNAD IV.

vrér, Simon hanhuet Pierre, hag Andreu é vrér, péré é daulé ou rudeu ér môr ; rac pesquètarion oént.

19 Hag ean e laras tehai : Deit guet-n-eign, ha me hrei a han-oh pesquètarion tud.

20 Quentéh ind e lausquas ou rudeu hag en hélias.

21 Jesus én ur monned pelloh, e huélas deu vrér arall, Jaq mab Zebede ha Yehan é vrér, péré e oe én ur vâg guet Zebede ou zad é auzein hou rudeu, hag ean ou galhuas.

22 Ha quenteh ind e lausquas er vâg hag ou zad hag en hélias.

23 Ha Jesus e yas dré en ol Galile, de quelen én ou synagogueu, ha de berdêgue aviel er ranteleah, ha de yahat quement clinhuet, ha quement gouander, e oé é vésq en dud.

24 Hag er vrûd a quement-cé e yas dré en ol Syrie ; hag en dud e tigassas dehou en ol ré clan, ré dalhet guet mar a clinhuet, guet mar a goallboén, hag er ré dalhet guet en droug-sperèdeu, hag er ré lôvrec, hag er ré peluhet ; hag ean e yahas anehai.

25 Hag un nivéh bras a dud en hélias, a zoh er Galile, hag a zoh Zecapolis, hag a zoh Jerusalem, hag a zoh Jude, hag a zoh en-tu-hont d’er Jourdan.