Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
PENNAD XXIV.

a zispeah ; mæs dihoallet a hum lorbein rac ret-é ma tigoéhou en treu-zé, mæs ne vou quet hoah azé vou en tu dehuéhan.

7 Rac guélet e vou e seùel pobl éneb de bobl, ranteleah éneb de ranteleah, ha bout e vou bocenneu, queltrî, ha creineu douar é calz a léhieu.

8 Hag ol en treu-zé ne veint meid er pén quetan ag er poénieu.

9 Nezé e vehet laqueit étré deourn en dud a varn de vout ansquinet ; ind hou laquei d’er marhue ; ha hui e vou casseit gued ol er bobleu dré en arben a me hanhue.

10 En amzér-zé bout e vou ré hag e gavou arbenneu-a-lam, hag e goéhou, ha ne vou étré-z-hai nameid caz ha ivi.

11 Ha donnet e hrei calz a fall brofætèd péré e houniou hilleih a dud.

12 Ha rac ma vou cresquet er fallanté, caranté e hoannei é calon ur lod caër a dud.

13 Mæs en hani e zalhou mad bed en tu dehuéhan, e vou salvet.

14 Hag en aviel-men ag er Ranteleah e vou perdéguet dré er bed ol, eid testoni d’en ol bobleu ; ha nezé e tei en tu dehuéhan.