Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
ST. MAHEU.

dastum hou pugalé, avél ma tastum ur yar hi foussinet, idan hi divasquel ! ha ne hoès quet vonnet séntein.

38 Imber, hou ty e zei de vout ul léh délézet.

39 Rac el larein e ran d’oh n’em guélehet mui bet en dè ma larehet : Revou mélét en hani e za é hanhue en Eutru Doué.


Pennad XXIV.


HA Jesus e yas er mæz ag en Ty-Doué. Hag é zisciplèd e dostas, aveid discoein dehou er vangoérieu tro-ha-tro d’en Ty-Doué.

2 Mæs Jesus e laras dehai : Ha guélet e ret hui en ol treu-zé ? E guirioné m’el lare d’oh, ne chomou quet a-men mein arh vein ; discarret ol e véint.

3 Hag él ma oé Jesus azéet arh er mané a Olivèd, é zisciplèd e dostas tehou é-cuh, én ul laret : Laret t’emb pegourz e tigoéhou en treu-zé, ha doh péh arrès e vou hanàuet hou tonnedigueah ha tu dehuéhan er bed-men.

4 Ha Jesus e laras tehai : Dihoallet a vout lorbet dré unan benac.

5 Rac calz a dud e zei ém hanhue, hag e larou : Me zou er Hrouist, hag ind e houniou hilleih.

6 Hui e gleuou ehué conz a vrézélieu, a drous hag