a oa skuiz oc’h ober ar vicher gogez hag a zo chomet er gêr, da ober labour an ti ! » — Hag he c’homer kerkent : « Labour an ti ? E feiz ’ta, neuze n’en deus ket chenchet kaiz a vicher ! » Hag o diou, raktal, da sklokal diwar va choust.
Souden, ec’h en em gavo eur gomer all hag e vezo graet ar memez kaoz ; goude, eun drede, eur bedervet, eur bempet ha me oar… ba !… Abenn an noz e vezo aet ar brud dre bevar c’horn ar c’hanton, ha betek e Kerne hag e Leon, e oan me hizio oc’h ober paotr ar gêr, o skaota podou hag o ribotat laez. O ! ar merc’hed ! Ya ! sonjit ’ta ! A-raok, e veze graet goap ac’hanon, abalamour ma ’z aen e kêr ha breman e vezo graet gwasoc’h c’hoaz, abalamour ma ’z oun chomet er gêr!…
Pe gousket e oan pe drelatet e oa va spered, unan a zaou, pa ’m eus lavaret e rajen labour an ti. Mont a ran e belbi ; me a garfe e kouesfe ar gurun war an ti-man koulz ha war gement teod komer a zo etre Gwengamp hag aman !…
Ba ! ne dalv ket d’in en em chaokat ! Red mat eo reuzi : tremen hep takenn, kaout dismegans ha labourat gwasoc’h ’vid eur c’hi !
Pa zonjan en holl draou am eus da ober e teuan da veza mezo ha dall !…
(Eur bugel bihan, en e gavell, en em lak da c’harmat.)
Ne welit ket aze ! Dihunet eo al lapous all ivez.
(O vont beteg ar c’havell, a-ziavaez, hag o luskellat.)
Hag e oan o lavarout ? A ! ya ! nag a draou a zo da ober aze !… Heum !…
… Tenna plouz, lakaat al leue da zena, gouzelia dindan ar vioc’h, he c’has er maez, kignat patatez, bervi dour, ribotat laez, lakat laez da zevel, skaota podou, skuba an ti, sellet hag eman ar vi gand ar yar velen, klask neiz ar yar vriz, poazat merenn, dibuna gloan, kerc’hat dour, ober boued d’ar moc’h, frota ar presou ! Hag e kav d’eoc’h e c’hellin padout ?… Ha trouz, bre-