Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —


Yann paotr ar gêr
————

Yann, e-unan en ti, o ribotat. A-raok ma sav ar gouel, e klever ar vaz-ribot o vont en dro.

Yann o komz, en eur baouez da ribotat.

Evid ar beure, en eur vont alese, he deus laket ar vaz-ribot d’in em dourn : « Mat, emezi, pa ne fell ket d’it mont e kêr, gand an amann, e chom da ober al labouriou wardro an ti ; entent a res ! » Hag abaoe emaon o skei ’barz ar banne laaz pistoutou-man, ken am eus graet eur glogorenn, e gaol va biz bihan… ha c’houezi a ran ivez ! Eun tamm diskuiz ne ray ket a zroug d’in, na ne ray (azeza a ra.)

Ha pa zonjan oun chomet da ober labour an ti !

Gwelout a raen e oa troet an dud da ober goap ac’hanoun abalamour ma ’z aen da Wengamp, bep sadorn, gand ar viou hag an amann ; ne gleven ken nemet : « Gogez ac’han, Yann ar baner alese ! » N’em oa ket ken va hano da brena etre du-man ha Gwengamp : « Feiz ! ’moun-me, red eo d’in dilezel ar vicher-man ! Janed, ma kar, a yel da werza he viou ! »

Setu er beure-man, pa oamp o kas lein d’ar moc’h, — respet d’eoc’h, — ha me ha lavarout d’ezi : « Ma keres ez i, e ker, hizio, pa ’z eo brao an amzer. » — « Ya ! emezi, ha piou a ray wardro an ti ? » — « Me !.. »

N’ouzoun ket penaos e teuas ze ganen, met pa oa deuet e oa deuet ; ne oan ket evid en em zislavarout.

Mantret oun, va zud keiz, pa zonjan pegen doun em eus bountet eno va biz em lagad ! Ya ! setu aze, ma vijen bet aet e kêr, e vijen bet breman oc’h eva eur chopinad, war va fasianted, e ti va c’homper Jobig ar Pinto, hag emaon aman o c’houezi a-uz d’eur banne laez ribot ! C’houi lavar d’in : « E skeud-ze. da vihanan, ne vezo ket graet a c’hoap ac’hanout ! » Petra livirit ? Ar c’hontrol eo. Me wel Janed o vont e kêr ; kenta hini eus he c’homerezed a en em gavo ganti, — hag ec’h en em gavo ouspenn teir dousenn etre Gwengamp hag aman, — e savo kaoz evel-hen : « Sell, Janed, te a zo deuet e kêr, hizio ? Eun nevezenti eo da welout, plac’h kaez. Petra a zo en em gavet gant Yann ? » — Ha Janed da respont evel just : « Yann