man zouden, ma ne vez ket graet an traou-ze holl : « Diwall, ervat, na vefe ket dibunet ar gloan-ze ! Taol pled na vefe ket skubet an ti-man ! Diwall na lezfes ar bugel-ze da ouela !… Ha bez sonj da gas ar vioc’h-se er maez !… Hag arabad ankounac’haat lakaat al laez-se da zevel !… Aiou ! va fenn !…
Hag e keit-se, eman Janed, du-ze, gant he c’homerezed, o lipat banneou hag o tispenn va sae d’in : « Ba ! amzer gaer hon eus ; Yann a zo wardro ar gêr ! »
Ha ma ! eur banne am bezo ivez ! Her gounit a-walc’h am eus graet !
(Degas a ra eur werenn hag eur voutailh war an daol, met eur bugel a c’harm.)
Biskoaz kement all ! Hennez ne gousko ket ’ta !
(Luskellat a ra.)
![\version "2.22.0"
\score {
\new Staff {
\set Staff.instrumentName = \markup {\huge \bold "№ 2"}
\relative c'{
\key g \major
\time 2/4
g'4 b | g d'8 d | b4 g | a g8 a \break
b4 a8([ g]) | a2 | g4 b | g d'8 d | b a g4 \break
a g8 a | b4 a | g2 \bar "|."
}
\addlyrics{
Ta -- vit ta -- vit pou -- po -- nig ha me a
ga -- no d’eoc’h Pa vo ar -- ru ho mamm er gêr
e ro -- io bro -- nig d’eoc’h.
}
}
\layout {
line-width = #123
ragged-last = ##t
}
\midi {}
}
\header { tagline = ##f }](http://upload.wikimedia.org/score/e/y/eyuekugmunxp91kr416t7lw7lebumsx/eyuekugm.png)
Me, avat, am bezo eur banne a-raok !
(Mont a ra da ziskarga, en e werenn, pa glever trouz e-tal an nor. Lammat a ra da guzat boutailh, gwerenn ha ribot.)
Bet em eus bet eur gaouad aoun ; me a gave d’in beza klevet unan bennak o klask dont en ti ; ma vijen bet tapet gant va stal, sonjit ’ta pebez reoriad vez am bije bet ! Ez an da zerra an nor, suroc’h eo !
(o tegas ar ribot.)
Skoomp c’hoaz ’barz heman ! (Skei a ra eun taol bennak. O tizelei ar ribot.) Ar banne laez benniget-man ne deu ket a amann warnan.
Me ya d’hen stlepel e baraz ar moc’h !
(Kas a ra e ribot er maez.)