Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/91

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 63 —

etrezeg ar mor bras. Ar Gwardou war vor, lorc’h bras enno a oa bet ingalet ive e bourz al listri. An emgan dirag Eusa a ziskouzas n’eo ket en-aner e c’hedent beza treac’h d’an enebourien ; ar banniel gwenn lilienne€t en devoe evid ar wech diweza eur sked eus ar re gaera war brasder ar mor glaz hag a lamas evid eur pennad digand Albion ar renk kenta war vor.

Eus a bep bro e tireded da Vrest, er porz ez oa dek mil micherour. D’ar 6 even 1777, breur Mari Antonetta, an impalaer Joseph II a ziskennas e ti eun tavarner eus ar Ru-Vras, hag a yeas da deurel eur zell war al listri a vrezel ; lavaret a reas en dizro d’an aotrou d’Orvilliers : « Meuli rankan va breur-kaer abalamour d’e listri a vrezel ; e stad vat emaint ! »

Pemp bloaz diwezatoc’h e oe gwelet o tont kount ha kountez an Hanter-Noz, mab ha merc’h kaer ar tsar Per III, an hini a deuas da veza ar tsar Paol I, Ar Varounez d’Oberkirch a ambroug an Dukez-Vras hag a zesk d’eomp en he skridou e kave d’ar Prins o doa krec’hin-gaor Breiziz eun tamm henveledigez ouz krec’hin blevek an Tartared. « Gwelet hor beus aman, a skriv an aotrou Anthony, ar marichaled de Broglie, de Coigny, de Castres, de Lusace, hag ive tri all gand eur gordennig c’hlas ha n’ouzon ped gand unan ruz. Biskoaz Brest ne welas kement a dud a renk uhel. » Duk Chartres, bet hanvet diwezatoc’h Philip Egalité a en em gavas ive hag a c’hoanteas zoken beza e penn eur skouadrenn. Met ar roue a rankas lamet pep karg digantan, abalamour n’en doa ket a c’houiziegez. Ar gasoni a zavas en e galon enep Mari-Antonetta, a c’hanas marteze en dervez-se.

Daoust ha faziet oamp pa gomzemp eus al levenez a lakea bourc’hizien Brest da dridal ? Lennit ar pez a skriv an aotrou Anthony d’an aotrou Montégut : « War ar rad, hon deuz breman daou-ugent lestr pounner, warno eus a dri-ugent da zek kanol ha kant, ha tregont lestr skanv pe fourgadenn, war bep hini