Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/92

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 64 —

etre ugent ha daou ugent pez kanol, hag e Breiz ez eus daou ugent mil martolod. Em amzer, n’em beus gwelet biskoaz kement all ; ha koulskoude abaoue an nao bloaz ha tregont emaoun e Brest, eus bet graet teir vrezel vras.

Ar beleg-aluzenner a zo fouge ennan kement hag er re all. An aotrou Anthony, an den mat m’az oa a varvas d’an 30 a c’henver 1780. « Va zad ker, a skriv neuze ar gward yaouank, setu aman eur c’helou glac’harus da gas deoc’h : an aotrou Anthony zo maro ; n’eo bet klanv nemet tri dervez ; an holl o deus keuz bras d’ezan. Breman eo an aotrou Laporte, e genderv, (e gwirionez e vreur-kaer), prezeger d’ar re zo e skol an ofiserien war vor, en deus ar vadelez d’am c’huzulia en e leac’h. Hiviziken eo d’ezan ho po eta da skriva. » Hag an aotrou Laporte, ker birvidik e garantez evid e vro hag hini an aotrou Anthony, aet d’an anaoun, a skriv gant kement a lorc’h da dad an den yaouank : « Ar C’honquérant a zo armet ; ar Royal-Loïz, kredabl bras, a vezo war flod er miz a zeu ; labourat a reer a zevri war dro an Northumberland ; eur c’houriz kouevr a laker da c’houec’h lestr, hag e c’hortozomp gand ar brasa mall eur c’helou bennak diwar benn don Gaston (an amiral spagnol), unan hag en dije gellet en em ganna ouz ar Zaozon hag o skrifellat e doare, pa zistroent eus o emgann a enep Langora… »

Amzeriou kaer meurbet ! pegwir an holl, noblans, marc’hadourien, micherourien ha beleien ne glaskent nemed eun dra : enor banniel ar Vro ! Nann, a dra zur, Bro-C’hall hag ar garantez evid ar Vammvro n’int ket ganet er bloavez 1792.

Dre-ze n’oa hano nemed eus an taoliou kaer graet war vor ; evel ar c’hrogad dirag Eusa a zo bet hano anezan uheloc’h hag a oe gounezet gand an aotrou d’Orvilliers war ar Zaozon, abalamour ma ouezas loveal gand e listri en eun doare hag a zo chomet bru-