Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/90

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 62 —

zer, tec’het diouz an daou zaos all hag erruout e Brest gand e fourgadenn toullet evel eur c’hrouer gant pevar c’hant bouled, hag en he bourz pemp martolod ha daou ugent glazet.

Eun taol kaer oa, goude dismegans ar brezel a zeiz vloaz. Brestiz a oa fouge enno evel n’oa bet biskoaz ; itronezed kear a lakeas, egiz tok, eun tammig fourgadenn war o bern bleo savadennet uhel ; hag e lez ar roue e oe kement a lorc’h hag e Brest. Ar rouanez he-unan, Mari-Antonetta, a renkas he bleo « à la Belle Poule », ha d’an 10 a viz gouere 1778, Loïz XVI a skrive ar c’homzou-man d’an duk de Penthièvre, amiral Bro-C’hall :


« Kenderv, an dismegans ’zo bet graet d’am banniel gant lestr-brezel roue Bro-Zaoz en eur denna war ar Yar Vrao, a zo eur beac’h re bounner d’in da zougen. Daoust d’am c’harantez evid ar peoc’h, n’hellan mui herzel. Enor va c’hurunenn hag ar skoazel a dlean d’am zujidi a lavar d’in e rankan rei taol evit taol, en em zevel enep Bro-Zaoz, ha kemenn d’am listri-brezel digeri an tan var he listri evid o c’hemeret pe o distruja…

Pa labourer evid ar gwir hag al lealded, eo aes kas an traou da henn, ha dreist holl pa vezer skoazellet c’hoaz ouspenn gand ofiserien ha martoloded kalonek, ha gant sujidi leun a garantez evid o roue. Dreist pep tra, fizians am beus ; Doue an armeou a vo a du ganen…

Loïz. »

Gwelit neuze pegement a fouge a voe e keriz Brest, leun a garantez evid o bro ; pegement e vervas o goad pa dremenas dirazo, tra dudius da welet, tri-ugent lestr a vrezel eus ar re gaera, peziou kanol warno ken stank hag an drein war eun avalaouer, renet gand ofiserien eus ar re vrudeta, o goueliou dispak o vont