Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/89

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 61 —

yaouank hag e lakat da vont da ofiser pe hen diarbenn. Evit doare, ne oe ket rust ouz Herri, rak, d’ar 17 a viz ebrel, heman a helle skriva d’e dad : « Va zad ker, setu me gward var vor ; n’eus den war an douar hag a ve kement a lorc’h ennan ha me. N’em boa tam fizians ebet ; daou ha daou-ugent zo bet kemeret ! »

Daoust hag Herri de Montegut a rankas kaout trugarez eus perz e enklasker ? Marteze ; met ar roue a ranke neuze kaout ofiserien war vor. Bro-C’hall abez a dride gand ar vall d’en em ganna ouz Bro-Zaoz, hag a oa douget, diouz an tu all, da ober mignoniaj gant Stadou-Unanet an Amerik a oa o paouez diskleria ne felle mui d’ezo plega da Vro-Zaoz. Niverus oa an dijentiled yaouank aet da Washington, hag e porz Brest oa buhez en dud, m’hen asur.

Eun darvoud eus ar re gaera a lakeas an tan er poultr. An aotrou de la Clocheterie, letanand a lestr, o c’houarn ar fourgadenn (frégate) « la Belle Poule », a yea hag a deue tostik da vor Breiz. Ha setu dirazan eur skouadrenn zaos a oa enni pevarzek lestr a renk, c’houec’h fourgadenn, ha diou gorvettenn, hag an amiral Biron, mestr bras warno. Heman a zistagas eur gorvetten evit kemenn d’an aotrou de la Clocheterie dont da gomz gand an amiral. « Ne anavezan amiral ebet em befe da gomz gantan », a respountas hen. Neuze e oe gwelet o tont eur fourgadenn a 46 pez kanol ; tostaat a reas ouz ar « Yar Vrao » da ober hevelep goulenn, evit kaout hevelep respount. Ar Zaos a laoskas neuze daou denn kanol a lazas tri zen. An aotrou de la Clocheterie, heb aoun, en despet da nerz an enebour, a roas urz da ziskarga warnan an holl ganoliou troet o ginou war-zu ennan ; ha neuze an emgan staget da bemp eur etre an daou lestr a badas beteg unnek eur noz. Daou lestr saoz eus ar re bounnerra a zigouezas war al leac’h, anez de la Clocheterie en divije kaset e enebour da rouantelez ar c’hranked. Bez e c’hellas e-unan en em jacha e poent hag en am-