Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/88

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 60 —

a reas pemp dervez war-nugent. Leor an dispignou, graet gantan, a zesk d’eomp e kouste 24 lur eun disheolier e Brest. Dreizan hor beus anavezet ive, ma kemere perrukenner Bourdel eur skoed evit kempenn ar penn, hini La Rochelle a gemere pemp real nemed unan, hag hini Brest eur skoed evel e Bourdel, nemed e roe war ar marc’had ar zeizenn da staga ouz lost ar berrukenn.

D’an 18 a viz c’houevrer eo ec’h erruas e Brest an dijentil yaouank de Montégut ; bevans ha lojeiz a gavas e ti an aotrou Papoul Anthony, breur-kaer Glaoda Laporte ; hag an aotrou Anthony a skrivas alies da gerent an den yaouank. Hervez e lizeri embannet gand an aotrou de Batz, an aotrou Anthony, marc’hadour gwin a oa eun den a zoare, leun a zoujans Doue, servicher leal d’ar roue ha bepred war e vuzellou meuleudi eleiz evid ar vartoloded. « Kaout a ra d’in hen gwelet, a lavar ar skrivagnour, gand e zilhad mezer liou kanel, e lerou marellet, hag e ganenn, azezet war unan eus skabellou ar porz, o niveri listri brezel ar roue, pe o prizout o zalvoudegez, o komz eus gouiziegez mistri ar skouadrenn pe an amiraled, buan da veuli al listri a gave reizet mat, met prest ive da gaout abeg er re ne deant ket diouz e c’hiz. » A-hend-all eo aketus da deurel evez war e hostiz yaouank evel pa vije bet mab d’ezan. Skriva ’ ra d’e dad : « Evit gellout gwelet petra ra eus e amzer, em beus hen lakeat en eur gampr tostik d’am hini. » Koulskoude, eur wech, an den yaouank a oe douget gant re all da zilezel e zeveriou kristen. « Daoust m’en doa dibabet evit kofesour an tad rener e kouent Karmez », eur zulvez n’oa ket bet en ofern. Kerkent an aotrou Anthony a skrivas d’an tad : « Eur wech hepken eo bet er mor da zul hag en deus manket d’an ofern, met ne vanko mui, roet en deus d’in e c’her. »

D’an 18 a viz meurz, e tigouezas e Brest an aotrou Bezout, an enklasker ken doujet a dlie barn hon den