Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/87

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 59 —

Bro-C’hall he devoe eur martolod bennak war vor epad an Dispac’h ; koulskoude, dreizi ive e voe torret an emgleo a rene beteg eno etre an ofiserien, en eur o ranna, hervez o renk, e diou lodenn douget d’en em zevel an eil eneb eben.

Er bloaz 1777, er mare ma tistroas Skol ar Gwardou war vor da Vrest, eo e oe karget eta Glaoda Laporte da guzulia ar Gwardou hag ar Gederien. Hanter kant skoed a veze roet d’ezan evid al labour-ze. Ha neuze d’an 13 a viz c’houevrer 1784 e voe hanvet evit mat beleg ar Gwardou war vor, e voe neuze bevet ha gwisket, hag en devoe ouspenn, 850 lur ar bloaz. (Diellou an dud a vor C2 1181) ; chom a reas en e garg keit ha ma padas ar Skol e Brest.

Evelse Glaoda Laporte en doa tro da anaout mat kement a zigouezas en arme an dud a vor, en amzer he brasa sked. Er mare-ze ar Gwardou a yea alies er mor. Daoust hag o beleg o heulie ? N’hor beus ket gellet her gouzout, rak neuze hano ar beleg-aluzenner (aumônier) ne veze douget morse war rollou al listri-brezel.

Pazennou eus an dudiusa diwar benn buhez an dud a vor el lodenn ziweza eus an triouac’hvet kantved a heller da lenn e skridou an duk des Cars hag el leor hanvet : « War-zu ar chafod », skrivet gand ar baroun de Batz. El leor-man e komzer eus an aotrou Laporte pa gonter penaos e tigouezas e Brest an den yaouank Herri de Montégut, deuet eus Toulouse evit heul skol an ofiserien war vor. En eur lavaret penaos e tremenas an den yaouank-man e amzer e Brest, eo aes rei da anaout pegement e verve goad ar vartoloded en o gwazied, hag etouez pe seurt tud en doa Laporte da labourat.

Pa yeas an den yaouank de Montégut eus Toulouse da Vrest e oe fiziet gand e dud en eur mestr a verkas freas war e leor-konchou kement dispign a rejont epad o beach. Koustout a reas d’ezo 654 lur, ha padout