Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

c’houlenn d’ar gwardou ha nebeut a breder gand ar Skol, betek ma save adarre kelou a vrezel.

Al leziregez-se a oe penn-kaoz ma rankas Bro-C’hall, en despet d’an divizou doanius ha rust merket ennan, sina gand ar Zaozon, er bloavez 1763, eun emgleo hanvet Emgleo Baris, a zavas Bro-Zaoz ken uhel ma ne oe nikun eus ar broiou all gouest da herzel outi. Ar gentel ne oe ket ankounac’heat gant Choiseul. Heman a gemeras preder adarre gand arme an dud a vor, hag he lakeas en eur stad ha n’he deus anavezet nemet neuze. Er bloaz 1763, an aotrou Bezout, mestr brudet e skiant an niverionez ha rust an tamm anezan, a oe hanvet gantan enklasker (examinateur) war ar Gwardou war vor. Epad ugent vloaz eo hen a deuas da Vrest da evesaat ouz gouiziegez ar re a glaske mont da ofiserien. Dastum a eure « Kenteliou niverionez evit gwardou ar banniel hag ar gwardou war vor ». Pemp leor a oa anezo ; hag atao breman ec’h en em gav da unan pe unan eus al leoriou-ze koueza etre an daouarn pa vezer o furzial etouez al leoriou koz a ginniger da verza e stalereziou Tachenn al liberte e Brest. Pa vankas Bezout, e garg a voe kemeret gant Monj.

Er bloaz 1773, Kompagnuneziou ar Gwardou a oa dastumet en Haor-Nevez, en eur skol hepken a oe hanvet skol an dud a vor. D’an 2 a viz meurz 1775, an aotrou de Sartines a ziskaras ar skol-ze, hag ar skolaerien a oe kaset lod da Vrest, lod da Doulon pe da Rochefort. Ar ministr-man a gavas mat sevel eur garg nevez, hini ar Gederien (aspirants) a oa izeloc’h karg eget hini ar Gwardou. Ar Gederien, goude eun enklask, a c’helle beza galvet etouez ar Gwardou pa deue unan bennak eus ar re-man da vankout. Sevel a reas ive skoaz ha skoaz gand an ofiserien dijentil, hanvet ofiserien ruz, eur rumm all a ofiserien, bourc’hizien ar ouenn anezo, a oe hanvet ofiserien c’hlaz, abalamour da liou o gwiskamant. An nevezenti-man, a dra zur, a zikouras ar vro da gaout muioc’h a ofiserien ; dreizi