Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/54

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 30 —

evito. Ar c’hlas izela enno oa ar c’houec’hvet. — Eiz skolach a oa en eil rummad : Ancenis, Dinan, Dol, Fougeres, Montroulez, Kastel-Paol, Landreger ha Vitré, skolachou bihan holl evel zo breman e kalz parreziou, gant tri pe bevar glas e pep hini. — An trede rummad a gonte skoliou hag a lake ar vugale e stad da vont e trede klas ar skolachou bras, goude beza desket d’ezo derou (éléments) al latin. Daou vestr hepken a oa er skoliou-man, a oa anezo e kear Landerne ; e kear Vrest avat, n’eus meneg anezo, nemed ar beleg karget eus ar gurusted en defe desket d’ezo ive al latin.

E skolach Kemper, an Tadou Jezuisted a lake an diavezidi (externes) da baea pevar skoed ar bloaz ar c’hlasiou grammer hag ar c’hlasiou all beteg ar filozofi. Er c’hlas-man e paent neuze pemp skoed. An Tadou a en em ouestlas gant kement a aked war dro ar re glanv gand ar vosenn, ma kavas d’ar c’houarnamant oa mat rei d’ezo eun draig bennak evit o zikour. An Tenzor a roas neuze d’ezo eul lodenn eus an tailhou a veze savet diwar ar gwin (impôt du billot). N’eo ket diouz an tu-ze koulskoude e kavchont peadra awalc’h da lakat o skolach da veva ha da vont en dro ; ar madou testamantet evit lakat pedi, hag an arc’hant gounezet gand o ziez-retrejou, setu aze petra roe galloud d’ezo da rei deskadurez d’ar vugale, koulz lavaret evit netra. Daou di o doa savet evit retrejou, unan e Kemper, hag eun all e Brest. C’houec’h mil den er bloaz a dremene dreizo ha naontek kant lur leve a laoskent gand ar skolach. Ezomm en doa anezo, rak bez en devoe da veva triouac’h Tad hep konta Tadou ar Retrejou. Met evelse ar skolachou hag ar skoliou bihan ne goustent netra da c’hodel an holl ; deskadurez a oa evid an neb a gare, hag ar c’houarnamant ne ranke ket dastum berniou arc’hant da rei d’ar vistri-skol evel ma ra breman.