Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/55

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 31 —

Glaoda Laporte a reas e studi e skol an Tadou Jezuisted ; difazi e c’heller lavaret kement-se, rag epad daou vloaz e teskas ar filozofi ganto araok kaout del mestr ar skianchou (diplôme de maître ès-arts), a dale neuze kement ha del eur « bachelier » en hon amzer. An Tadou Jezuisted a zeske e gwirionez, ar filozofi d’o bugale epad daou vloaz. Ar bloaz kenta e teskent ar gwir filozofi, hag an ell, skiant al lezennou a ren traou ar bed (physique). Ha da Gemper eo e oe kaset Glaoda ? Her c’hredi a haller ; an Tadou Jezuisted n’o doa skolach all ebed tostoc’h ; ha gouzout a reomp dre eur roll bugale hanter freuzet siouaz ! ez oa e skolach Kemper, da nebeuta daouzek skolaer eus Brest, er mare m’oa Glaoda Laporte en oad da ober e studi eveldo.

An Tad Fouqueray, goude beza gwelet Rollou kompagnunez an Tadou Jezuisted, a lavar en doa graet Glaoda Laporte daou vloaz filozfi pa gemeras d’e naontek vloaz sae an Urz e Paris, d’ar 24 a viz gwengolo 1753. An ti a roas goudor d’ezan evid ar wech kenta a oa neuze e ru ar Pot-Houarn, hanvet breman ru Bonaparte ; savet oa el leac’h m’eman hirio stal leoriou an aotrou Aogust Picard, ha tostik da Garmez, ar manati ma vezo eun deiz lazet Laporte ennan. Epad ehan ar skoliou hag o derveziou diskuiza, ar genvreudeur yaouank a dremene o amzer e Montroulez en eun ti war ar meaz.

E kompagnunez ar Jezuisted an « noviciat » a bad daou vloaz. Glaoda a reas e ouestlou d’an 13 aviz here 1755. Raktal e oe kaset da skolach La Flèche evid ober eun trede bloavez filizofi ; hag e oe karget ouspenn da viret ar vugale a gemere pred ha lojeiz en ti-skol.

Goude e ouestlou kenta, lean (religieux) kompagnunez Jezus a zo hanvet « skolastik » pa gemer hent ar velegiach ; neuze peurvuia e vez laket da skolia ar re all da c’hortoz beza galvet e-unan da zeski