Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

Evesait, e gwirionez, pebez nevezenti e voe kement-se evit Brestiz. Kannaded euz ar ouenn-ze a oa rouez war baveou Brest : Eiz « mandarin » hag ugent mevel ouz o heul. Al lizer a zigaschont d’ar roue Louis XIV a oa skrivet war eul laonenn (lame) aour dastumet en eur c’houfrig koaret ha dalc’het kloz en eur pot a briz, a rankent da zougen dalc’h-mat a zioc’h o fenn ! Evetato hano ru Sant-Per ne oe ket dilezet a grenn : padout a reas c’hoaz eur pennad mat, rag e lenn a reer beteg ar bloavez 1742 war levr an tailhou ; er bloavez 1742 da genta, e lenner « ru Siam, a-hend-all hanvet ru Sant-Per », ha nebeut goude, evel hirio « ru Siam » ha netra ken.

Daoust hag an aotrou Douesnel, ar skrivagner gouiziek m’az oa, hag hen a roas eur gentel bennak d’e filhor evit deski d’ezan skriva brao. Her c’hredi a heller ; sinatur Glaoda Laporte n’he deus ket, a dra zur, eul lost ken kordigellet hag hini e baeroun, met moulet eo ken brao hag hi.

Kerkent hag an oad a unnek vloaz, ar paotr a dleas monk d’ar skolach, rag e eil bloaz « filozofi » a beurc’hreas er bloaz 1753 ; ar pez a ro leac’h da gredi edo er c’houec’hvet klas er bloaz 1745. An aotrou Dupuy, kelenner e Skol-Veur (Faculté) Roazoun, en eur brezegenn d’ar baotred yaouank evit digeri ar bloaz skol 1883, a zispleg gant kalz a sked ha nebeut a gomzou, doare skolachou Breiz en triouac’hvet kantved. Tri rummad a oa anezo. En hini kenta oa pemp skolach bras, gand an holl glasiou, ha mistri evit pep klas : skolach Sant-Briek, hini an Naoned, renet gand an Tadou Oratorianed, a oa daouzek kant krouadur e skol ganto pa dremenas ar seitekvet kantved ; skolachou Gwened, Roazoun ha Kemper, o zri, Tadou Jezuisted o kas anezo en dro. Skolach Kemper en doa etre seiz hag eiz kant skolaer. Ar skolachou-man ne veze digemeret enno nemed ar vugale a ouie lenn ha skriva ha n’oa ket a skol genta (école primaire)