Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 191 —


Lavaret eus bet d’in eman ar beleg Laporte etouez ar re varo. Ma n’eus na Doue na diaoul e tlie beza eurus breman ; rak neuze Doue n’en do ket a gasoni outan, ha ne vo ket kastizet gand an diaoul.

Al lazerez a oa peurc’hraet deac’h da greisteiz hag ar Vodadenn Vroadel n’he deus ket gellet he diarbenn. »

Etouez paperiou an A. Vaillant, noter e Brest, hon deus kavet « niveradenn arrebeuri ha madou Glaoda Laporte, beleg, maro e Paris d’an 2 a viz gwengolo 1792 », skrivet gand an A. Delacroix, noter e Brest ; hag ive skrid-gwerz e arrebeuri graet e gwengolo 1793, hag a zo warnan komzou sklearroc’h c’hoaz warlerc’h hano an aotrou Laporte : « Glaoda Laporte, beleg, maro e manati Karmez d’an 2 a viz gwengolo 1792. »

Glaoda Laporte a zo eta etouez an dud kalonek a zo hanvet en Istor « Merzerien gwengolo ». An Iliz a ro an hano-ze d’ezo ive breman. Nebeut goude o maro, er bloavez 1798, ar Pab Pi VI a lavare : « Ar brezel kounnaret graet d’ar gristenien en amzeriou diweza-man e Paris ha tro war dro, en deus kresket e Bro-C’hall niver ar verzerien. » Er bloavez 1900, eskopti Paris a stagas da ober an enklask diwar-benn ar veleien bet lazet e Karmez, Sant-Firmin, an « Abbaye » ha « La Force », en derveziou-ze eus miz gwengolo 1792. Er bloavez 1916, Breuriez al Lidou (Congrégation des Rites) he deus kavet oa mat digas o c’haoz, dirak Lesvarn Rom, dre eur gemennadurez douget d’an 18 a viz genver, ha sinet gand ar Pab Beneat XV, d’ar 26 eus an hevelep miz. Dek vloaz goude, Hon Tad santel ar Pab Pi XI a gasas al labour da benn en eur lakat e renk ar verzerien ha war roll an dud eurus 191 anezo. En o zouez eman Glaoda Laporte ha tri veleg all eus eskopti Kemper, o hano : Nikolas Verron, eus Kemperle ; Hyasint al Li-