vec, eus Kemper, ha Visant ar Rousseau, eus Kastelnevez-ar-Faou.
An aotrou ’n Eskob Duparc, dre eul lizer a bastor skrivet d’an 8 a viz kerzu 1926, a gemennas o enori e pep parrez eus an eskopti, d’ar 6 a viz c’houevrer 1927, hag ober goueliou kaeroc’h er parreziou m’int ganet enno.
Daubanel, an hini a oe karget da lakat bezia korfou ar veleien lazet e Karmez, en deus roet dre skrid d’ar c’houarnamant testeni diwar-benn e labour ; kaset e oe o relegou, emezan, da vered Vaugirard. Evelato goude beza bet o furcha en unan eus punziou ar manati, rak hervez ar brud, eno oa bet taolet relegou meur a hini anezo, eus bet dizoloet eskern e-leiz. Kalz anezo a zo, hep mar ebet, eskern « Merzerien gwengolo ». Merk an taoliou a heller da welet c’hoaz breman war ar relegou a zo miret e krypt iliz Karmez, el leac’h m’int bet dastumet. Atao breman e c’heller gwelet ive ar skalier a oe stlapet ar verzerien anezan d’an traon war pikou an « dispac’herien didruez » ha war ar pondalez e lenner ar c’homzou : Hic ceciderunt, (aman int kouezet).