Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

Luxembourg ; ar pez a oa eur merk oa maro, ha war-ze eo bet roet d’in paper-maro an aotrou, ho Preur ; hag em beus lakaet testenia ez eo gwirion. »

Leor ar re varo e Ti-kear al Luxembourg a zo skrivet warnan ar c’homzou-man : « Taolenn ar veleien hag ar brizonerien all, dalc’het e manati Karmez d’an 2 a viz gwengolo 1797, hag a ro da anaout pere zo bet lazet, ha pere zo bet tennet eus a dre zaouarn ar bobl kounnaret :

« War roll ar re varo bet anavezet goude al lazerez e lenner hano an aotrou Laporte. An trede ha triugent eo hag an tosta da hini an aotrou arc’heskob Du Lau…

Peurc’hraet, testeniet leal ha gwirion gant sekretour-grefier barnedigez a beoc’h kevrenn al Luxembourg, hag ar c’hommiser hanvet gant bodadenn ar gevrenn evit bezia ar re varo hanvet diagent.

Paris, an 18 a viz here 1792, bloavez 1a ar Republik.

Daubanel. »

Eul lizer skrivet eus Paris gant Le Bronsort da vear ha da ofiserien Ti-kear Brest, da embann d’ezo maro an aotrou Laporte, a zo ken kriz ha ken digalon, ma stag ar gwad da virvi en eur e lenn.

« Paris, 8 a viz gwengolo 1792, pevare bloaz al liberté ha kenta bloaz an égalité.

Klevet ho peus en deus ar bobl graet e labour a varner e prizoniou Paris. Al laeron, ar skraperien, paotred ar c’hontilli-laz, ar veleien dizuj a oa anezo holl ouspenn 7.000, a zo bet diskaret kement hini anezo, didrous ha gant doareou al lealded.

Kommiserien a evesae mat ouz kaierou ar prizoniou, a rea buan goulennou ouz ar brizonerien, o c’hase er maez, ha kerkent ha ma veze graet an arouez anavezet gand ar vourrevien, ar maro a skoe. Ar brizonerien evit dle… a zo bet roet frankiz d’ezo.