Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/234

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 189 —

delez, d’am zikour da vont d’al leac’h m’am galvit. » Daou eus ar forbaned a zo da dosta da Vaillard a zeu buan da gaout an Eskob ; lavaret e ve o deus truez outan hag int leun a zoujans evitan ; hen dibrada reont diwar e c’holc’hed, hag hen digasont da gaout Maillard ha goudeze d’ar vourrevien. Pa gouezas, da ziweza, e ruilhas en eur poull gwad, e kichen eur bern korfou maro. Da seiz eur, diouz an abardaez, an dispac’herien o doa lazet 160 beleg !

Penaos e weljont o tostaat ar maro kriz a ouient o doa da c’houzanv ? Unan eus an testou, pell da veza a du ganto, pegwir oa unan eus lez-varn Maillard, ar c’hommiser Violette, a lavar : « N’oun ket evit kompren ar veleien-ze : mont a reant d’ar maro, evel pa vent bet o vont d’eun eured. »

E gwirionez, skrijal ha krena a dlient beza graet en o c’horf ; met hervez ar gomz kaer lavaret gant Bossuet, « an ene eo mestr ar c’horf en deus enaouet. » En diskouez o deus graet e prizon doanius Karmez, an eskibien hag ar veleien geiz lazet e miz gwengolo, sklerijennet ha kennerzet gand ar Spered Santel. D’an holl o deus roet eur skouer dispar a nerz kalon en eur c’houzanv evid o feiz poaniou a bep seurt hag eur maro kriz.

An aotrou Glaoda-Anton-Raoul Laporte a oa etouez an dud kalonek-ze. Unan bennak anezo o deus bet gellet, n’oar den penaos, en em sacha ha kemeret an teac’h ; evelato, ne gaver e lizeri nikun anezo e pe boent hag e pe leac’h e manati Karmez e kouezas hor c’henvroad santel. Ne anavezomp diwarbenn e verzerenti nemet daou dra : e oe prizoniet e Karmez, hag e oe lazet eno d’an 2 a viz gwengolo.

Eul lizer, skrivet e Paris d’ar 4 a viz gwengolo 1792 gand an A. Grison, an hini a roe lojeiz da C’hlaoda Laporte e ru ar Roue Alaouret, a gas ar c’helou doanius d’e vreur Loiz-Glaoda Laporte, mezeg : « Anavezet em beus e vountr e « kevrenn » (section) al